Pa c'hwezh an avel doc'h aros ar vag, da lâret eo, pa vez an avel a-dreñv, e vez karget ur ouel ispisial, unan vras ha skañv, anvet "spi". an darn vrasañ ag ar bigi ho deus ur spi get livioù flamm-tout, neuze, e-pad ur regata, pa ya tout ar bigi gant an avel a dreñv, e vez gwelet kalz a livioù flamm war vor. (yann-david v.)
English
Deutsch
español
italiano