Pas encore inscrit ? Creez un Overblog!

Créer mon blog
Fañch Gallic

Fañch Gallic

Tags associés : tain bo cuailgne

Ses blogs

Killi Ogmii

Troidigezhioù diwar an henouezeleg ha danvez ledan ar studioù keltiek.
Fañch Gallic Fañch Gallic
Articles : 7
Depuis : 19/08/2015
Categorie : Emploi, Enseignement & Etudes

Articles à découvrir

Mojennoù Táin Bó Cúailgne

Mojennoù Táin Bó Cúailgne

En ur zeskiñ an henouezeleg on bamet o welout pegen tost eo ar yezh-se ouzh an henvrezhoneg met ivez ouzh ar brezhoneg a-vremañ. Setu perak e kinnigin amañ un nebeud testennoù diwar an henouezeleg, lakaet e brezhoneg. Deraouiñ a rin gant rannoù eus Táin Bó Cúailgne (Rañv Buoc'hed Koulc'he). Brudet-meurbet eo ar vojenn-se, dreist-holl dre'
Hentoù Bro-Ulad hag an emgav gant Conall Cernach

Hentoù Bro-Ulad hag an emgav gant Conall Cernach

Setu Cú Chulainn hag Ibor, bleiner Conchobor, en hent. « Kuitaat a rejont alese neuze da Venez Fúait. Kavout a reont Conall Cernach eno. Da gConall e oa bet roet diwall ar rannvro 1 an deiz-se. Rak bez e vez pep arzh fer eus tud-Ulad e Menez Fúait a-bep-eil o tiwall an nen a teufe gant barzhoniezh pe d'en em gannañ gant unan bennak, hag aze eo
Penaos e kerc'has Cú Chulainn Conchobor eus an Aerva

Penaos e kerc'has Cú Chulainn Conchobor eus an Aerva

Emañ Fergus o tanevelliñ adarre. Ur bugel eo Sétantae, dindan seizh bloaz, ha ne raed ket «Cú Chulainn» anezhañ c'hoazh. Gwelor amañ traoù am eus lakaet etre divac'h rak sklaer eo e-red an istor, pe sklaer en henouezeleg, hogen n'eo ket ken sklaer lakaet e brezhoneg. Neuze, pa gaver [tra] n'eo ket troet diwar an henouezeleg, met ouzhpennet
Penaos e teuas Cú Chulainn d'Emain Macha

Penaos e teuas Cú Chulainn d'Emain Macha

Kroger er vojenn gant Fergus Mac Roích («Mab Roñse») o kontañ bugaleerezh Cú Chulainn. Un dudenn dedennus eo Fergus : eus a Vro-Ulad e-unan e oa kaset en harlu, ha mont a ra d'en em gannañ a-enep e vro c'hinidig gant lu Medb. N'eo ket evit trubardiñ e genel avat, ha gwall alies e kas ger da dud Ulad a-benn lavarout petra 'vo graet gant an e

Ger-digeriñ

Degemer mat, fáilte/fàilte, croeso, dynnargh dhywgh, failt, Savet eo ar blog-mañ ouzh un eil, anvet Luideag Bheag an Airgid (a gaver aze : petrandiaoul.over-blog.com ). C'hoant em boa kinnig troidigezh rannoù 'zo eus an Táin Bó Cúailgne (diwar an henouezeleg) ha n'em boa ket c'hoant kargañ ar blog-se gant seurt traoù ha neuze em eus savet
Penaos e lazhas Cú Chulainn Ki ar Gov ha penaos e rojod e anv dezhañ

Penaos e lazhas Cú Chulainn Ki ar Gov ha penaos e rojod e anv dezhañ

N'emañ ken Fergus o komz amañ. Conall Cernach eo a zanevell dimp. Lavared ne gouske biskoazh Conall hep penn un den a Vro-Gonnac'ht dindan e c'hlin. Kaver e anv e testennoù all evel Togail Bruidne Dá Derga («Distruj Ostaleri Dá Derga»). «En anavezomp endeo, ar paotr se,» eme Conall Cernach, «ha n'eo ket fall e anaoudegezh: minor eo dimp1.
Penaos e kemeras Cú Chulainn armoù

Penaos e kemeras Cú Chulainn armoù

Setu Cú Chulainn erruet d'e seitek bloaz – hervez ar pezh a lennjomp a-raok. N'eo ket brudet-brudet an daneveller, Fiacha Mac Fir Fhebe. Eus a Vro-Ulad ez eas d'en em gannañ a-enep da gConchobor e-pad an Táin Bó Cuailgne. Kavet eo e kontadennoù all hep bezañ en-o-c'hreiz. «Ober a reas ur gur all neuze,» eme Fiachu mac Fir Ḟebe. «Boe Ca